Emvod meur Diwan 2025
War wellaat e ya stad Kevread Diwan ! Warlene ‘oa bet skoet gant un enkadenn arc’hant bras. Un toull a 400 000 euro ‘oa ‘ba kef Diwan Breizh. Stanket eo bet ul lodenn eus an toull hag evel se e c’hall Diwan kenderc’hel da vont gant e hent. Disadorn ‘oa bet dalc’het emvod meur ar gevredigezh ‘ba Plañvour zo chouk d’an Oriant… Selaouomp Anne-Sophie Brats zo prezidantez Diwan. Emañ gant Erwan Blanchard.